Stumm e brezhoneg
(traduction du français faite par l'Office Public de la Langue Bretonne)
Retour vers la version française : Table d'orientation du môle de Pen Lannic
An Arvor-Baden, e-kreizig-kreiz ar Mor Bihan
Kumun an Arvor-Baden, lesanvet "alc'hwez ar Mor Bihan", zo lec'hiet mat, tostik-tost dre ar mor da vae Kiberen, e genoù ar Meurvor Atlantel, ha gwarezet àr un dro get un aridennad enezennoù.
Ag an douar hor bez poan é welet splann an dremmvroioù, rannet ha kejet m'emaint etre lodennoù an douar-bras hag an inizi a-yoc'h.
Setu perak hon eus choazet, evit gelliñ o diforc'hiñ, diskouez ur gwel a-zioc'h ; e 350 metr a uhelded, get ur gwel meur àr 260°, adal ar Reter kostez Gwened betek ar C'hornôg kostez an Alre.
Getoñ e c'heller lec'hiiñ inizi bae Kiberen, en tu arall da c'hourenez Rewiz, ha kompren gwell an dremmvroioù luziet a zo er "mor bihan". Dirak an daol reteriñ-mañ ec'h e-kreizig-kreiz ar Mor Bihan-se.
An istrerezh er Mor Bihan
Ar gwel a-zioc'h a zo edan ho taoulagad a ziskouez ar gorread bras ac'hubet e doureier hor c'humun get ar parkoù istr, ar pochadoù istr en o c'hresk harpet àr o zaolioù.
An istrerezh zo unan ag an daou obererezh ekonomikel a zo en Arvor-Baden àr un dro get an touristerezh, Tri spesad istr zo bet an eil goude egile àr aodoù Frañs : an istr plat (ostrea edulis), anvet istr europat, istr don Porugal (magallana-bet crassostrea-angulata) hag istr don Japan (crassostrea gigas).
Ar spesad kentañ hepken a gaved da gentañ er vro, ha bout m'emañ aet tost diàr wel er Mor Bihan emañ bet merket mat ar vro get an desaviñ istr, get ar savennoù istr a weler a-hed an aod paneveken.
Ken dibar arall er Mor Bihan, ar "betoù" zo bagoù koad get ur goueled plat hag a implijed betek ar blazioù 1970 evit monet d'ar parkoù istr. Get tud gredus hag hiraezhus emaint bet adkempennet hiziv an deiz.
D'ar mare ma oa an istr plat e barr o brud, e-tro 1950, e oa an Arvor-Baden an eil kreizenn istrerezh ag ar Mor Bihan, àr-lerc'h Lokmaria-Kaer.
Neoazh, ne veze ket desavet istr e-raok 1870. Dastumet e vezent àr bankoù naturel, ha kement-se gwerso-bras rak e dismantroù roman Gwened ha tro-ha-tro d'hor monumantoù meurvein zoken ec'h eus bet kavet yoc'hadoù kregin.
An taolioù-esa kentañ evit desevel munus istr (larvenned istr) a oa bet graet diàr atiz ar briñsez Bacciochi (1806-69, nizez da Napoleon Iañ), mes ne oa daet brav ar produiñ namet goude he marv.
Embregerion arall a oa bet àr he roudoù, evel Arthur Dillon hag an dugez Uzès, anezhe perc'henned enn doaez Berder. Ar o lerc'h e oa bet re arall é kenderc'hel da veriñ ar chanterioù a rummad da rummad hag é tiazeziñ "tiernac'hoù" magerion istr evel-se.
Gete e veze desavet an istr àr ar sol betek ar blezadoù 1980. Ar-lerc'h e oa bet laket an istr a-barzh pochoù, àr daolioù metal, dizolo d'an izelvor evit gelliñ labourat er parkoù.
Meur a epizootiezh zo bet é tiskar an istr plat siwazh.
An hini gentañ a oa bet adal 1921 ; "Marteilia" e 1973 ha "Bonamia ostreae" e 1978 hag a oa bet ken. kreñv m'en doa kaset an istr plat da get.
Istr Portugal a oa anezhe e Frañs etre ar blezadoù 1920 hag ar blezadoù 1970. Dre-benn epizootiezhoù int aet da get ivez.
Istr Japan Gigas o deus kemeret lec'h an daou spesad-se.
An Arvor-Baden, ur gumun e-kreizig-kreiz ar "Maeziadoù meurvein"
5000 blez zo kent Jezus-Krist e oa ar Mor Bihan a vremañ ur blaenenn veur merket get torgennoù ha treuzet get stêrioù Gwened, Noaloù hag an Alre.
Monumantoù maen meur a oa bet savet get tud an Neolitik :
- peulvanoù (pe mein-hir) o-unan peotramant a-steud, evel e gourenez Lokmaria-Kaer hag e Karnag
- krommlec'hioù, da lâret eo kelc'hioù mein-sav, evel e Kergonan en Inizenac'h pe en enezennig ar Lannig, paravis da Gavriniz
- krugelloù, a oa bezioù meur savet get douar ha mein, evel Tumieg en Arzhon-Rewiz, Mane ar C'hroueg e Lokmaria-Kaer, peotramant get douar hepken (turumell), pe mein hepken (karn) evel Gavriniz
- taolioù-maen evel hini Penc'hap en Enizenac'h, hini Berder, Graniol en Arzhon-Rewiz hag ur bochad re arall, anezhe bezioù meur a zo aet o zurumell da get ...
Gavriniz zo e kumun an Arvor-Baden. E garn eo an hini brudetañ-tout, mes monumantoù arall seurt-se zo en àrdroioù Enez Hir ha Berder (inizi prevez ha n'heller ket gweladenniñ).
Karn Gavriniz zo rummet evel monumant istorel a-c'houde 1901 ; ur monumant brav-estlamm eo ag ar ragistor er Mor Bihan ha n'eus ket par dezhoñ dre ar bed a-bezh.
Brudet eo dreist-holl a-gaoz d'e engravadurioù a c'holo gorread 23 unvaen a ya d'ober ar speurennoù.
Get furchadegoù kaset da benn e penn-kentañ ar blezadoù 1980 ec'h eus bet diskoachet engravadurioù arall ivez àr lec'h-to ar gambr-vez, hag ar re-se a jaoj doc'h engravadurioù e Lokmaria-Kaer àr Taol-ar-Varchaned. Ma stager an daou vloc'h asamble e ra un tamm ag ur pikol maen-hir hag en dehe gellet bout a-steud get Maen-hir Torr ar Groc'h e Lokmaria-Kaer, ar pezh a c'hell kadarnaat ar soñj e oa liammoù strizh ha kemplezh etre ar monumentoù da vare an Neolitik.
Monumantoù ag ar mare-se zo e pep lec'h en arvor ar Mor Bihan ha bae Kiberen, hag àr un dro get re Garnag emaint e-mesk ar 550 lec'h renablet get "Maeziadoù Meurvein", ur gevredigezh a dolp 27 kumun ag an departamant hag a c'houlenn ma vo enskrivet an tiriad-mañ ar Roll glad bedel an UNESCO.
Titouroù : Maeziadoù meurvein
Loened ar Mor Bihan
Dibar eo liesseurted ar vuhez er Mor Bihan.
E pep lec'h e kav ar spesadoù annezoù a-vod.
Loened mor :
Edan an dour ec'h eus spesadoù a-yoc'h hag a c'hell tenniñ o mad a zoureier bas ar Mor Bihan diabarzh.
- Draeneged ; klask zo àrne, ur bochad, get ar besketaourion. Lonk int (kranked ha pesked a zebront), kavet vezont er redoù-dour.
- Glazenned
- Glazenned fri-aour : priziet mat er besketaourion, anvet ivez "aouriged" pe "taleged", pe c'hoazh "Tallien" diàr an dispac'hour a-gaoz d'ar "gokardenn" ; debriñ a reont kresteneged ha kregin. Get odent e c'hellont drailhiñ kregin an istr nevez, ha dre-se e vezont doujet get ar vagerion-istr
- Glazenned, anvet "mojiged-du" pe "bezued" ivez
- Gwrac'hed, pe kogezed
- Kastreged, anvet "kourlazed" e lec'hioù zo
- Skanteged, anezhe pesked bihan, pozet àr ar sontoù kerreg peurvuiañ
- Meilhed a vev er porzhioù lies-mat hag e-mesk ar reier ivez
- Morgad ; e dibenn miz Meurzh e arruont er Mor Bihan,e miz Gwengolo em gav an eil rummad, ha pesketaet e vezont get ar roued, er gavell peotramant get an turlut (un akipamant get un douellenn hag ur gurunennad higennoù), er Mor Bihan ha tro-ha-tro inizi bae Kiberen
- Aguilhed, anvet kerregenned ivez, pesked moan o begoù pikek (neuz babigoù marlined dezhe), marlonk ha gwelet fall get ar besketaourion a-gaoz ma rouestlont al linennoù
- Pesked plat : plaised, garlized, raeed
- Meilhed-ruz : etre miz Eost ha miz Gwengolo
- Levneged ; get ar roued-stlej e vezont pesketaet
- Sili-mor ; sot int get ar morgad, betek 25 kg a bouez a c'hell bout enne ha 2,5 m hirder
- Krenked-silioù, anvet "givri" e lec'hioù zo
- Kranked-saoz,anvet "kouskered" e lec'hioù zo
- Ligistri, paket get ar roued pe get kavelloù ... get peskaetourion avizet mat
- Morgazhed ; kefalopoded,evel ar morgad ; muioc'h-mui anezhe zo
- Roñsed-mor a chom diwel a-walc'h e glazidegoù ar Mor Bihan ... ha n'heller ket o debriñ !
Loened douar :
- Houidi ; gelliñ a reer o gwelet e Penn an Toull dreist-holl :
- Tadorned (roueel), brasañ houidi bourbouilher a zo en hor bro
- Houidi-korz, a gaver ar muiañ ; anavout a reer ar bared dre o beg melen hag o fenn glas-wer lufr, hag ar parezed dre o beg gell hag o fluñv louet-gell get brizhelloù gell
- Kragelled, bihanañ houidi bourbouilher zo ; ar bared-eurediñ zo pluñv dibar dezhe pa vez mare ar gouenniñ
- Houidi lostek, mistr ha dilikat, get o lost hir ha moan
- Morilhoned kabellek, o liv gwenn ha du en oad gour, get ur guchenn a-zivilh àr o c'hoûg ; àr-lerc'h ar gouenniñ e ta o c'hostezioù gwenn da vout gell
- Garrelied boutin (gwazi a vent get houidi-korz) ; donet a reont d'an dilost-hañv a Siberia (6000 km), ma ouennont e-pad an hañv ; monet a reont kuit e fin miz Meurzh. Gelliñ a reer o c'hlevet é kaketat en ur gevret e-pad ar gouiañv e Lokmikael, àr glask boued melez
- Hirc'hareged
- Spanelled a c'heller gwelet er Paludoù hag e Penn an Toull,get o beg spanellek hir hag a anaver mat dre o mod da furchal el lec"hid en ur skubellat a bep tu
- Kerc'heized louet, gwall besketaourion anezhe, àr an aod hag er poulloù
- Bugerc'heized daet ag Afrika, a zo e Breizh a-c'houde ar blezadoù 1990 ; damheñvel int doc'h bugerc'heized mes disheñvel eo o beg (berroc'h ha melen-orañj eo hini ar bugerc'heized, du atav get bizied melen eo re an herlegoned)
- Ibized, daet ag Egipt dre zoo Branfereg
- Gioc'hed, get o beg hir, eeun ha moan ; anv gallek ar gioc'hed (Bécassine) a oa bet roet d'un dudenn BT brudet e 1905
- Kefeleged a vev er c'hoadeier dreist-holl
- Gouelini : 3 seurt zo, gouelini gris a gaver ar stankañ, gouelini kein du, gouelini bras
- Gouelaniged : gouelaniged maskl du (o fenn du), karaveged pavioù du
- Skraviged : 3 seurt zo, skraviged boutin, skraviged-kuchenn, skraviged-Dougall
- Morvrini : morvrini bras a besketa edanvor hag a zebr pesked kement hag o fouez bemdez, ha morvrini-kuchenn
- Evned-preizh : falc'huned logod, sparfelled glas
- Balafenned : Makaoned, Paun an deiz, Vulkaned, Duiged tarchoù gwenn
Red-dour ar Gazed
Mor Bihan Gwened a zigor àr ar Mor Bras Atlantel dre un tremen etre 900 ha 1000 metr lelander etre Porzh-Noaloù ha Lokmaria-Kaer.
Da bep mare (d'al lanv - chal ar mor, ha d'an tre - dichal ar mor) e vez betek 400 million m3 a zour mor é vonet a-barzh pe e-maez ar Mor Bihan hag a zo ur mor diabarzh 115 km2 marellet get un daou-ugent enezenn pe ennezennig bennak.
A-gaoz d'an dra-se e vez redoù mare kreñv-mat. Etre enez Berder hag enez ar Gazeg, paravis d'an daol-reteriñ, emañ kreñvañ red-dour ar Mor Bihan. Red-dour ar Gazeg a c'hell bout e dizh betek 9,1 skoulm, da lâret eo oc'hpenn 4,5 m bep eilenn (17 km/e pe dost) pa vez ar mareoù en o c'hreñvañ.
Emañ laket da eil red-dour kreñvañ Europa.
E anv zo stag doc'h arouez ar gazeg a ro da soñjal e nerzh ha tu gouez ar mor, ha hervez mojenn enez ar Gazeg e tenn lusk turmud ar red-dour el lec'h-se da voue ur gazeg é redek.